First Quote Added
4월 10, 2026
Latest Quote Added
"Kentoc'h e skuizh ar freilh evit al leur ► The flail gets tired before the threshing floor does (The man gets tired before the woman does.)"
"Kalon ur wreg zo un delenn / Hag a son kaer pa gar un den ► A wife's heart is a harp which sounds gently when she loves someone"
"Hennezh eo bet c'hwezhet e fri dezhañ ► That one got his nose blown (The girl chose another man.)"
"Gwelloc'h dibab brun / Eget chom da yun ► Better choose brown than staying without food"
"Gwell eo beroù war an oaled / Eget e ti marc'h rous ar pried ► Better skewers on the fireplace than in the spouse's russet horse shed"
"Gouezit ervad petra emaoc'h oc'h ober : an dimeziñ n'eo ket marc'had unnek eur hanter hag a echu da greisteiz ► Know well what you're doing: marrying is not a deal at half past eleven that ends at noon"
"Gant ar c'hoant fortuniañ e c'heller ober tro ar bed / Gant ar c'hoant kac'hat ne c'heller ket ► Craving for marriage can lead to tour round the world; needing the toilet cannot"
"Fall eo ar yar mar n'eo evit ar c'hilhog ► The hen is bad if it refuses the rooster"
"Evit reizhañ ar bleizi / Ez eo ret o dimeziñ ► To calm down the wolwes, one must marry"
"Etre an dimeziñ hag ar c'heuz / N'eus nemet treuz ar c'hleuz / Ha pa vo sellet mat / N'eus nemet treuz ur votez koad ► Between wedding and regrets there's only the thickness of a hedge, and when one watches there's only the thickness of a clog"
"Etre an dimeziñ hag an eured / Emañ an diaoul o redek ► Between engagement and wedding, the devil runs"
"El lec'h ma vez ur c'hilhog / Ne gan ket ar yar ► Where there is a rooster, the hen doesn't sing"
"Divalav daou zen a gavfet / Paotr hep barv ha plac'h barvek ► The ugliest people one can find: beardless boy and bearded girl"
"Diouzh pep troad n'eo mat pep botez / Ha da bep gwaz ned a pep maouez ► Every shoe doesn't suit every foot and every woman doesn't suit every man"
"Dimez da vab pa gari / Ha da verc'h pa c'halli/ Gwelloc'h eo dimeziñ merc'h / Eget kaout anken war-lerc'h ► Have your son married went you want and your daughter when you can; better get the daughter married than grief later"
"Da zimeziñ, gwelloc'h kalon vat ha tener / Eget arc'hant leizh ar baner ► For marriage, better good tender heart than a basketful of money"
"Da vont da zougen ar Werc'hez / E ranker prenañ dantelezh ► One must buy lace to carry the Virgin"
"Da bep oad e red ar c'hi war-lerc'h ar c'had ► At every age, the dog runs after the hare"
"C'hoant dimeziñ ha bevañ pell / En deus pep Yann ha pep Katell / Dimezet int, pell e vevont / Holl war o giz e karfent dont ► Every John and Kate want to marry and live long; they marry, they live long, they all would go back"
"Ar gened zo war-lerc'h ar mad / Keit ha ki kamm war-lerc'h gad ► Beauty runs after wealth as long as a lame dog after a hare"
"Ar bank en tan ne lakaer ket / Dre ma vez an alc'hwez kollet ► Do not throw the chest into the fire because the key is lost"
"An truilhoù, ar merc'hed brav / A gav fred atav ► Rags and pretty women always find a buyer"
"An tog a rank mestriñ d'ar c'hoef ► The hat must be master over the headdress"
"An hini a blij ar c'hizhier dezhañ en devez ur wreg koant ► Whoever is keen on cats gets a pretty wife"
"An durzhunell a ra truez / P'he deus kollet he farez ► Take pity on the turtledove which has lost its female"
"An dimeziñ : pemp kant lur poan hag ur c'hartouron plijadur ► Marriage: five hundred pounds worth of pain and a bit of pleasure"
"An dimezioù a ziabell / A c'halv un tiig ur c'hastell ► Marriages from far away call a little house a castle"
"Aesoc'h dimeziñ / Evit sevel ti ► It's easier to get married than to build a house"
"A-ziwar moue ar gazeg E vez paket an ebeulez ► Catch the filly by the mare's mane • "Appeal to the future mother-in-law to get her daughter.""
"A-raok soñjal da zimeziñ / Ret eo kaout un ti / Ha douar diouti ► Before contemplating marriage, get a house and land to it"
"A-barzh e vezo fin ar bed / Ar fallañ douar gwellañ ed / Ar fallañ merc'h gwellañ dimezet / Hag ar besterd a-raok oc'h ober tro ar vered ► Before the end of the world: best wheat on worst soil, worst daughter best married, and the bastards leading the procession"
"Ret eo anavezout a-raok karout ► One must know before loving"
"Madoù a ya war-bouez ar stêr / Hag ar garantez a chom er gêr ► Wealth goes with the river and love stays home"
"Karout kened ne bad ket pell / Karout onestiz zo gwell ► Better love honesty than beauty (It lasts longer.)"
"Kareañ kanaouenn zo er bed / Eo hini ar muiañ karet ► The most beautiful song in the world is your love's one"
"Gwell eo en em garout nebeutoc'h / Evit ma pado pelloc'h ► Smaller love lasts longer"
"Fritañ laouenn ar baourentez / War pillig ar garantez ► To fry poverty's louse on love's pan"
"Evit ur boanigenn, kant madigenn ► For a little pain, a hundred little sweets"
"En em garout hep karout den / Zo bezañ fallañ loen ► To love oneself without loving anyone is being the worst of animals"
"En doujañs emañ ar garantez ► Love lies in respect"
"Ar gwir garantez zo un tan / Ha ne c'hall ket bevañ en e unan ► True love is a fire that cannot live alone"
"Ar garantez zo d'ar gened / Evel glizh an hañv war ar boked ► Love is to beautyh what the summer dew is to the flower"
"Ar garantez d'en em vagañ / A rank kaout dour ha bara ► Love must feed on water and bread"
"Ar feiz a zibrad ar menezioù / Ar garantez a gas d'an neñvoù ► Faith lifts mountains, love sends to paradise"
"An aour melen a vez rannet / Ar garantez ne vez ket ► Yellow gold is divisible, love is not"
"Bout zo tri seurt bevañ : bevañ, bevaik ha bevetezh ► There are three ways of life: living, living from hand to mouth and living in poverty"
"Evit bevañ gant levenez / N'eus ket ezhomm aour na perlez ► To live with joy, no need for gold or pearls"
"Ar vuhez vat a bad atav / Ar vuhez fall a baouezo ► Good life always lasts, bad life will come to an end"
"Ar vuhez hirañ zo c'hoazh berr / Hag ar bec'h skañvañ c'hoazh pounner ► The longest life is still short, and the lightest load is still heavy"
"An amzer a dremen hag ar vuhez a ziverr ► Time goes on and life shortens"