First Quote Added
4월 10, 2026
Latest Quote Added
"N'eo ket diouzh an arc'hant / E pouezer ar skiant ► Sense is not according to money"
"N'eo ket ar c'herañ ar gwellañ ► The most expensive is not the best"
"Kolo leun ar rastell ► A rakeful of straw (A lot of work and a lot of debts.)"
"Koll a ro skiant da foll ► Loosing gives sense to the fool"
"Kemer hep lakaat / Nebeut e pad ► Taking without putting does not last"
"Kement a zo gwenn n'eo ket arc'hant, kement a zo melen n'eo ket aour ► All that is white is not silver, all that is yellow is not gold"
"Keit ha ma pado / Biken ne vanko ► As long as it will last, never will it run short"
"Gwelloc'h skiant evit arc'hant ► Better sense than money"
"Gwelloc'h peñsel evit toull ► Better a patch than a hole"
"Gwelloc'h moged evit rev / Gwelloc'h arc'hant evit blev ► Better smoke than frost, better money than hair"
"Gwelloc'h eo amploc'h evit justoc'h ► Better too ample than too tight"
"Goude ar rastell e teu ar forc'h ► After the rake comes the fork (People often squander their parents' money.)"
"Gant spilhennoù e c'heller paeañ ur c'houmanant mard eus a-walc'h anezho ► One can pay a rent with pins if there are enough"
"Gant arc'hant e vez gounezet arc'hant ► Money brings money"
"El lec'h ma kan ar skrilh e vez arc'hant ► Where the cricket sings there is money"
"Dle ne ra ket a vern ► Debts do not heap up wealth"
"Arc'hant gant poan gounezet / Ne zle ket bout gwall zispignet ► Money earned in pain must no be spent in vain"
"Arc'hant douget n'int ket arc'hant dispignet ► Money you hold is not money you spend"
"Ar paper a ya gant an avel hag an arc'hant a rank ruilhal ► Paper goes with the wind and money must roll"
"An arc'hant n'o deus ket a lost ► Money has no tail (It is difficult to stop it running away".)"
"An arc'hant n'o deus c'hwezh ebet ► Money has no smell"
"An arc'hant a zeu a-berzh an diaoul / A zistro buan da houarnañ Paol ► Money coming from the devil returns swiftly to shoe Paul"
"Yann Golo-pod ha Yannig Laouen ► John Lid & Johnny Happy (One knows and lets do, the other doesn't know.)"
"Emañ ma lod e pep hini / Kent em bezo bet ma hini ► I have a share in everyone until I get mine"
"Ac'hanta, Yann al Leue / Paket out bet adarre ! ► Well, John Calf, you got caught again!"
"Ur pennhêr hag ur bennhêrez / A ra alies gwall diegezh ► A main heir and a main heiress often make a bad household"
"Ur c'hozh botez bet er vouilhenn / M'he deus madoù a gav perc'henn ► A muddy old shoe finds an owner if it has property"
"Ur c'hoari kaer a vez en ti / Mard eus kegel o komandiñ ► There's a pretty game in a house where the distaff commands"
"Ur c'hilhog kement ha ma dorn / Zo trec'h d'ur yar kement hag un ti-forn ► Ur rooster as big as a hand defeats a hen as big as a village oven"
"Ur c'had gwelet a-bell a dro da louarn a-dost ► A hare seen from afar becomes a fox when seen close to (One can be surprised when marrying a stranger)"
"Ur bennhêrezh pa vez fall / A dalv kant skoed war unan all ► A bad main heiress is worth a hundred crowns more than another"
"Un taol tog en deus bet ► He got a hats off (He got a daughter to marry)"
"Un alc'hwez arc'hant a zigor / Gwell evit un alc'hwez houarn an nor / Gwell evit arc'hant un alc'hwez aour ► A silver key opens the door better than an iron key, a golden key does better than a silver one"
"Seul dostoc'h, seul dommoc'h ► The nearer, the warmer"
"Ret eo mervel evit bezañ meulet / Dimeziñ evit bezañ dispennet ► One must die to be praised, marry to be maligned"
"Piv zo kasaus d'an holl ? An diaoul hag ur wreg foll ► Who's odious to everyone? The devil and a mad wife"
"Pelec'h e kavot ur wreg vad ? D'an neñv e ranker mont d'he c'herc'hat ► Where will you find a good wife? In the heavens you must fetch her"
"Pa vez brasañ ar brezel e vez tostoc'h ar peoc'h ► When war is at its peak, peace is near"
"Pa vez an tan en daou benn d'an ti nevez ne vez ket pell o teviñ ► The new house burns fast when fire brokes out in both sides"
"Ozhac'h da ziwezhañ a rank mont da gousket / Ha gwelet mat hag e zor zo prennet ► The husband must be last to go to sleep and check that his door is locked up"
"Neñv koumoulek, avel krinet, gwreg kozh kinklet ne badont ket ► Cloudy sky, dry wind, old wife dolled up do not last"
"Neb a gemer e bar / A zimez a-benn pa gar ► Whoever takes his double marries when he desires to"
"Neb a avantur e wreg / E-lec'h unan en deus dek ► Whoever risks his wife gets ten instead of one"
"N'eus tiegezh hep buanegezh ► There is no household without anger"
"N'eus ket a gozh votez / Na gav ket he farez / Nemet devet e vez ► Any old shoe finds its double unless it is burnt"
"N'eus dimeziñ nemet unan / An hini a zimez da zaou, da dri / A ya d'an ifern da leskiñ / An hini a zimez da dri, da bevar / A ya da viken gant ar gounnar ► Marriage is to one only: whoever marries two or three goes to Hell to be burnt, whoever marries three or four goes with the devil for ever"
"N'eo ket skiantek an hini / A ro ali da zimeziñ ► Whoever counsels marriage doesn't have any sense"
"N'eo ket blev melen ha koantiri / A laka ar pod da virviñ ► Blond hair and beauty don't keep the pot boiling"
"Maen uz karr, karr uz maen ► The stone wears the car away, the car wears the stone away"
"Kuzul gwreg ha heol abred / Gwech a vez mat, gwech ne vezont ket ► A wife's advice and early sun sometimes are good, sometimes are bad"