First Quote Added
4월 10, 2026
Latest Quote Added
"Paourentez a dosta en kuzh / Eus kegin lipous ha re zruz ► Poverty comes near on the sly through mouth-watering and too fatty cooking"
"Ne vo ket bras lod pep hini / Ur grampouezhenn etre nav c'hi ► Everyone's share won't be big: a pancake between nine dogs"
"Nemet sec'hed pe naon ez pije / Na zebr tamm ha na ev banne ► Save when you're thirsty or hungry, don't eat a bit and don't drink a drop"
"Neb zo laouen gant bara sec'h / A gav da beuriñ e pep lec'h ► Whoever is happy with dry bread finds food everywhere"
"Neb a zebr stripoù / A zebr kaoc'h a-wechoù ► Whoever eats tripe eats some crap sometimes"
"Neb a zebr avaloù poazh / Birviken askorn ne gac'has ► Whoever ate cooked apples never crapped any bone"
"Mesper, da foarañ treid da zivesker ► Quinces, and crap all over your legs' feet"
"Laka kig er pod / An tan, sur, en devezo e lod ► Put meat in the pot, for sure the fire will get its share"
"Laezh ha kig zo ampoezon rik, kig ha laezh zo medisinerezh ► Milk and meat are pure poison, meat and milk are medicine"
"Laerezh e amzer hag e voued / Brasañ pec'hed zo er bed ► Stealing one's time and one's food: worst sin in the world"
"Krampouezh hag amann zo mat / Un nebeudig eus pep sac'had / Hag ar merc'hed war ar marc'had ► Pancakes and butter are good, a bit from every bag and the women on top of all that"
"Kistin poazh / Bramm hag ez po c'hoazh ► Cooked chestnuts: fart and you'll get more"
"Ker gwazh re ha re nebeut ► Too much is as bad as too little"
"Kement zo fall / A gar ar sall ► Everything bad loves salt"
"Kafe bervet / Kafe lazhet ► Boiled coffee, dead coffee"
"Gwelloc'h un ti bihan bouedek / Eget un ti bras avelek ► Better food in a little house than a big windy house"
"Gwelloc'h un tamm bemdez / Eget re da Veurlarjez ► Better a bit everyday than too much on w:Mardi Gras"
"Gwelloc'h ur pred bepred / Eget ur boezellad ed ► Better dinner everyday than a bushel of wheat"
"Gwelloc'h fav eget netra ► Better beans than nothing"
"Evit ma krizet un aval mat / N'eo ket kollet e c'hwezh vat ► A wrinkled apple still smells good"
"Evit ar mor bezañ treitour, treitouroc'h ar merc'hed ► The sea is treacherous, but the women are even more treacherous"
"Evel ur vaouez eo an dra-se : ne cheñcho ket ► This is like a woman: it won't change"
"El lec'h ma 'z eus div vaouez e vez marc'had / El lec'h ma 'z eus teir e vez foar ► Two women make a market, three women make a fair"
"Daou dra war an Douar na reni ket : an amzer hag ar merc'hed ► Two things on Earth you won't master: the weather and women"
"Ar ralañ tra a ya en hent / Zo ur pemoc'h hep roc'hal / Ur c'hi hep trotal / Div vaouez hep kaozeal ► The rarest things on the way: a pig which doesn't grunt, a dog which doesn't trot, two women who don't speak"
"Ar merc'hed hag an istr / A rafe d'ar vein ober sistr ► Women and oysters would make stones to make cider"
"Ar c'homzoù zo merc'hed / Ar skridoù zo gwazed ► Spoken words are women, written words are men"
"Ar big a grog en he skouarn ► The magpie bites her ear (She craves to get married.)"
"Anez ar gwin hag ar merc'hed / Pegen didrouz 'vefe ar bed ► The world would be so silent without the wine and the women"
"An hini a vez e gras ar merc'hed / N'en devez na naon na sec'hed ► Whoever is liked by women is never hungry or thirsty"
"An dilhad kaer, an dantelez / Ne guzhont ket alies santelezh ► Nice clothes and lace seldom hide saintliness"
"Ur wech n'eo ket atav eo ► Once is not always"
"Ur gomz lavaret er poent mat / Zo gwelloc'h eget div re ziwezhat ► A word said at the right time is better than two said too late"
"Un drezenn daoubennek A ro lamm d'ar genaoueg ► A two-headed bramble branch knocks down the idiot"
"Un den kreñv, un den krevet / Ur baleer bras, un den brevet / Un neñvier kaer, un den beuzet / Un tenner mat, un den lazhet ► A strong man, a dead man; a good walker, an exhausted man; a good swimmer, a drowned man; a sharpshooter, a killed man"
"Tud fallakr, abred pe ziwezhat / Ho pezo greun diwar ho had ► Bad people, sooner or later you'll get grain from your seeds"
"Tri beg zo o souten ar bed / Beg ar vronn, beg ar soc'h / Hag ar beg all a ouzoc'h ► Three tips hold up the world: the tip of the breast, the tip of the plough, and the other tip you know about"
"Tammig-ha-tammig ez a ar marc'h gant ar big ► Step by step, the horse goes with the magpie"
"Tamm-ha-tamm ez a ar verc'h da vamm ► Step by step, the daughter turns to mother"
"Poan ar re all zo skañv da zougen ► The others' grief is light to carry"
"Petra 'servij nac'h ouzh Doue / Ar pezh a oar ar Werc'hez ? ► What's the use of hiding from God what Our Lady knows?"
"Pep tra a dremen gant an amzer ► Everything passes away with time"
"Pep hini e vlaz / Logod d'ar c'hazh / Eskern d'ar chas ► Everybody have their tastes: mice for the cat, bones for the dog"
"Pep hini a anavez e loen pa rank en bevañ ► Everybody know their animal when they must feed it"
"Pa zle erruout gwall / Gwell eo born eget dall ► When hardship must happen, better one-eyed than blind"
"Pa voud ar skouarn gleiz / Meuleudioù a-leizh / Pa voud ar skouarn dehoù / Meuleudioù hebiou ► Left ear buzzing: lots of praise; right ear buzzing: praise pass by"
"Pa vezer savet en uhelañ / E vez al lamm brasañ ► The higher you climb, the bigger the fall"
"Pa vez kamm ar c'heuneud ne vez ket eeun ar glaou ► When the firewood is twisted, the charcoal is not straight"
"Pa vez gedon eo gedona ► Chase the hares when there are"
"Pa vez debret ar bara / E vez diaes e baeañ ► When the bread is eaten, i is hard to pay for it"