First Quote Added
4월 10, 2026
Latest Quote Added
"Gwelloc'h bevañ div vuoc'h gant boued teir eget teir gant boued div ► Better feed two cows on food for three than three on food for two"
"Gwashañ tra a c'hell en em gavout gant ur merer/ Eo klevet kilhog e vestr ► Worst thing that can happen to a farmer: hearing rooster his landlord (The landlord's house should not be too close to the farm)"
"Gra fall d'an douar, ne denni tra dioutañ ► Hurt the soil, you won't get anything from it"
"Gant dilhad tomm ha bevañs mat / Pep miz goañv zo dereat ► With warm clothes and good food, every winter month is acceptable"
"Gant ar pradoù ez eo e vager al loened / Al loened a ro teil hag an teil a ro ed ► The meadows feed the animals: the animals yield manure and the manure yield wheat"
"Evit ar raned da gano / Ma buoc'hig paour-me a varvo / Pa gano ar goukoug deomp-ni / Ma buoc'hig-me ne varvo mui ► When the frogs sing, my poor little cow will die; when the cuckoo sings for us, my little cow won't die anymore"
"Er bloaz bizeost, neb a vez fin / A laka kanab e-lec'h lin ► On leap year, whoever is smart sows hemp instead of flax"
"Du ar vouarenn / Darev ar segalenn ► Black the blackberry: ripe the rye"
"Dre o beg e tozv ar yer ► Hens lay eggs through their bills"
"Dre balat sonn / Ez a ar c'hlaz don ► Deep turning over: deep greenery"
"Douar graeek, douar greunek ► Gravely ground yields grain"
"Douar askol, douar ed / Douar raden, douar brulu, n'eo ket ► Thistle ground, wheat ground; fern ground, fox-glove ground, are not"
"Diwar brec'h al labourer emañ ar bed-holl o vevañ ► The whole world lives upon the ploughman's arm"
"Diwar an treuzgeot e vez ed / Diwar an onkl ne vez ket ► From wheat grass, wheat; from false oat-grass, there's not"
"D'ar c'hann emañ ar preñv el loar ► The maggot is in the full moon"
"Bloavezh kraoñ, bloavezh ed / Hanter kolo, hanter hed / Greun an arc'h dispartiet ► Nut year, wheat year; half straw, half length; the grain sorted out in the chest"
"Bloavezh kelion / Bloavezh had melchon ► Fly year, sow clover"
"Bloavezh hogan, boavezh ed / Bloavezh irin ne vez ket ► Hawthorn fruit year, wheat year; sloe fruit year, there's not"
"Bloavezh gwenan, bloavezh ed / Bloavezh c'hwiled, ne vez ket ► Bee year, wheat year; bug year, there's not"
"Bloavezh glizh / Bloavezh gwinizh ► Dew year, wheat year"
"Blev konikled, plu klujar / N'int ket mat da stuiañ douar ► Rabbit hair, partridge feathers are no good to manure the ground"
"Bezhin glas ha teil du / A laka kouer war e du / Bezhin du ha teil louet / A gas kouer da glask e voued ► Green algae and black manure do the ploughman good, black algae and grey manure Leads the ploughman to beg"
"Atav e kav an den eost an amezeg gwelloc'h eget e hini ► One always finds that his neighbor's harvest is better than his"
"Ar gwinizh du paneve gant ar vezh / A ziwanfe en un nozvezh ► Wheat, if not shameful, would sprout in a night"
"Ar gwin koshañ eo ar gwellañ ► The older the wine, the better"
"An hini a ved hag a had souden / A goll ur bara war bep ervenn ► Whoever harvests and sows all of a sudden loses a loaf of bread every furrow"
"An douar zo kozh met n'eo ket sot ► The soil is old but it is not stupid"
"An amzer eo a ra ar foenn, neket an dud eo ► The weather makes the hay, people do not"
"Al labourer a-viskoazh / A zebr ur garg douar ar bloaz ► From time immemorial, the ploughman eats a load of soil every year"
"Gwreg a labour en he zi / Ne vez kalz anv anezhi ► One seldom hears about a wife who works in her house"
"Edan tri deiz e skuizh pep den / Gant glav, gant gwreg ha gant estren ► After three days, every man is tired with rain, wife and stranger"
"Ar wreg, an arc'hant hag ar gwin / O deus o mad hag o binim ► Wife, money and wine have their good and their poison"
"Ar gwragez, siwazh ! hag ar gwin / A laka an tiegezh war an tu-gin ► The wives, alas! and the wine turn the family upside down"
"Ar gwellañ tra en tiegezh / Eo ur wreg leun a furnez ► The best thing in the family is a wise wife"
"Ul liñsel wenn ha pemp plankenn / Un dorchenn blouz dindan ho penn / Pemp troatad douar war c'horre / Setu madoù ar bed er bez ► A white shroud and five boards, a straw cushion under your head, five feet of soil atop, that's the world's wealth in the grave"
"Ret e vez mervel evid diskouez e vezer bet klañv ► One has to die to show he was ill"
"Pa gaser ar paour d'an douar / Kloc'h bras ar barrez zo bouzar ► The big parish bell is dumb when the poor is sent to the ground"
"N'eus born ebet er vered ► There is no one-eyed person in the cemetery"
"Nag a boan, ha mervel goude !... ha bezañ daonet c'hoazh marteze ! ► So much pain, and die afterwards!... And be damned perhaps!"
"Meur a varc'h mad a zo marvet o vont adarre ► More than one horse died while going again"
"Mervel a raimp ha n'hor bezo ket bet amzer da ziskuizhañ ► We'll die and we won't have time to rest"
"Marv eo mamm an avaloù ha disec'het plant ar sistr ► The apples' mother is dead and the cider plant dried up"
"Kozh ha yaouank, ha da bep oad / An Ankoù 'zeuio d'ho falc'hat ► Old and young, and at every age, the Ankoù will come to scythe you"
"Ha c'hwi a garje kaout ur marv mat ? — Bevit ervat ► Would you like a nice death? — Live well"
"Avel, holl avel ! Ez eo ret mervel ► Wind, everything is wind! One must die"
"Youankiz pa ouife / Kozhni pa c'hellfe / Moliac'hoù a rafe ► If the young knew, if the old could, they would work wonders"
"Oad ha hed / A laka ki d'ar red ► Age and length make the dog run"
"N'eo ket kaout skeul d'ar c'hazh / Evit pakañ logod pe razh ► A cat doesn't need any ladder to catch mice or rats"
"Dousoù e pep lec'h / Karantez e nep lec'h ► Lovers everywhere, love nowhere"
"Betek-henn n'emañ ket ar mod / Ec'h a ar plac'h da glask ar paotr ► Until now the custom is not that the girl looks for the boy"