First Quote Added
4월 10, 2026
Latest Quote Added
"Bara ha dour / A zalc'h ar sac'h bourr ► Bread and water keep the bag full"
"Avaloù-douar da walc'h / Hag ar c'hig just a-walc'h ► Potatoes galore and meat just enough"
"Ar soubenn a zalc'h ar c'hof diroufenn ► Soup keeps the belly free of wrinkles"
"Ar pod dour pa zeu en ti / A brest e c'hwitell da bep hini ► When the jar of water comes home it lends its whistle to everyone"
"Ar mouar du ne vezont mui mat / P'en deus kac'het labous sant Mikael war ar prad ► Blackberries go bad when saint Mic'hael's bird has left droppings on the meadow"
"Ar c'housked zo hanter voued ► Sleep is half food"
"An tamm hag al lomm / A zalc'h an den en e blom / Al lomm hag an tamm / A ra dezhañ kaout lamm ► The bit and the drop keep the man straight; the drop and the bit make him stumble"
"An holl draoù mat d'ar staoñ ne vezont ket atav mat d'ar stomog ► What tastes good to the palate isn't always good for the stomach"
"An dour red ne ra droug da zen ebet ► Flowing water doesn't hurt anybody (Unlike stagnant water.)"
"Al lêr a baeo ► The leather will pay (They will suffer from too much food)"
"Un hed gwenan a-raok gouel Yann / A dalv ul leue en e vamm ► A swarm before Midsummer Day: a calf in its mother"
"Teil deñved ha hadañ diouzhtu / A laka an heiz da vezañ druz ► Sheep manure and sowing at once fatten the barley"
"Teil a-grogadoù / Segal a-bochadoù ► Handfuls of manure: bagfuls of rye"
"Serrit ar gwazhioù / Douret eo ar pradoù ► Close up the streams, the meadows are watered"
"Roit d'ar saout boued fraezh / Hag e savo dienn war al laezh ► Give good food to the cattle and cream will rise on the milk"
"Re gozh an douar d'ober goap outañ ► The ground is too old for being scoffed at"
"Pri touseg, kolo ha foenn / A ra ur voger penn-da-benn ► Mortar, straw and hay make an entire wall"
"Pask kailharek / Solier barrek ► Muddy Easter, full loft"
"Pask abred / Pep tra abred ► Early Easter, everything early"
"Pa ziver an dour eus korn an ejen / E vez poent gounit ar winizhenn ► When water flows from the ox's horn, it's time to sow wheat"
"Pa zeu gouel Yann / E nebeuta al laezh hag an amann ► Come Midsummer Day, the milk and the butter grow scarce"
"Pa zeu bleuñv d'ar gwinizh / E tigresk al laezh livrizh ► When the wheat flowers, the sweet milk grows scarce"
"Pa vez ker ar bleud / E vez kezeg treut ► Expensive flour: scraggy horses"
"Pa vez houarnet ar c'harr / Er pod e lakaer ar yar ► Time to rim the cart with steel: time to put the hen in the pot"
"Pa vez gwelet un aval e-kerzh gouel Yann / E-kerzh gouel Mikael e vez kant ► An apple on Midsummer Day: a hundred on St. Michael's day."
"Pa vez glav da c'houel Madalen / E vrein ar c'hraoñ hag ar c'hesten ► Rain on St. Magdalen's day: rotten nuts and chestnuts"
"Pa vez avel greñv, nizañ / Pa vez kalm, tamouezañ ► Strong wind, winnowing; no wind, sifting"
"Pa varv ar gerc'henn gant ar riv / Unan a chom a dalv div ► When an oat seed gets frozen, one that remains is worth two"
"Pa sav al loar a-barzh an noz / Had ar panez antronoz ► When the moon rises to the north, sow parsnips the day after"
"Pa hadi kas had/ Pe laosk dihad ► Sow plenty when you sow, or leave without seeds"
"Pa gano an durzhunell / Me 'bo laezh e-leizh ma skudell ► When the turtledove sings I'll get my bowful of milk"
"Pa gan ar ran e kreiz ar prad / Neuze 'vez poent gounit pep had / Nemet al lann hag ar pilad ► When the frog sings in the middle of the meadow, it's time to sow every seed except gorse bush and hulless oat"
"Pa gan ar ran e kreiz an deiz / Neuze 'vez poent gounit an heiz ► When the frog sings in broad daylight it's time to sow barley"
"Pa gan ar goukoug gant gouel Yann / E chom an ed pell war o dramm ► When the cuckoo sings on Midsummer Day, the wheat stays for along time in swaths"
"Neb a ya gant e votoù war an ed / A ya diarc'hen da glask e voued ► Whoever walks with his shoes on his wheat goes barefoot to beg"
"Neb a gign e vaout er bloaz-mañ / A vez kuit da vloaz d'e douzañ ► Whoever skins his ram this year won't have to shear it next year"
"Na gemerit evit merour / Nag ur c'har nag un treitour ► Do not pick for tenant neither kin nor traitor"
"Na espern teil met espern had / Ha mard ac'h eus hadet un dornad / Neuze ez pezo eur falzad ► Do not save manure but save seeds, and if you have sown a handful you'll get a sickleful"
"N'eo ket mat hadañ rabez war ar c'hresk loar ► Don't sow turnips on a rising moon"
"N'eo ket gant bokedoù / E larta an hoc'h en e graou ► It is not on flowers that the pig fattens up in its shed"
"Mar fell deoc'h droukprezeg ho ed / Kit e miz Ebrel d'o gwelet ► May you want to slander your wheat, go to see it in April"
"Mar deu d'ar vuoc'h dilaezhañ / Kenavo mignon, ha skamp ► If the cow dries up: farewell, friend, and run away"
"Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed 'barzh an arc'h ► The master's eye fattens up the horse and puts wheat in the chest"
"Labourit a-dreuz, labourit a-hed / Teilit mat hag ho po ed ► Plough widthwise, plough lengthways, manure well and you'll get wheat"
"Kurun diouzh ar gwalarn / Taol ar varr er sanailh ► Thunder from the north-west: throw the swail into the loft"
"Kurun diouzh ar gevred / Marrat bepred ► Thunder from the south-east: keep on swailing"
"Justañ tra er menaj : an teil hag an arc'hant ► What's most on the short side in a farm: manure and money"
"Heiz dibell ha gwinizh pellek / A laka an arc'h da vout barrek ► Barley without chaff and chaffy wheat makes the chest brim"
"Gwinizh war-lerc'h heiz / Fallañ gounidigezh e Breizh ► Wheat after barley: the worst farming in Brittany"
"Gwelloc'h plantañ rabez eizhtez a-raok gouel Yann ► Better to plant turnips a week before Midsummer Day"