First Quote Added
dubna 10, 2026
Latest Quote Added
"Paourentez a dosta en kuzh / Eus kegin lipous ha re zruz â–º Poverty comes near on the sly through mouth-watering and too fatty cooking"
"Ne vo ket bras lod pep hini / Ur grampouezhenn etre nav c'hi â–º Everyone's share won't be big: a pancake between nine dogs"
"Nemet sec'hed pe naon ez pije / Na zebr tamm ha na ev banne â–º Save when you're thirsty or hungry, don't eat a bit and don't drink a drop"
"Neb zo laouen gant bara sec'h / A gav da beuriñ e pep lec'h ► Whoever is happy with dry bread finds food everywhere"
"Neb a zebr stripoù / A zebr kaoc'h a-wechoù ► Whoever eats tripe eats some crap sometimes"
"Neb a zebr avaloù poazh / Birviken askorn ne gac'has ► Whoever ate cooked apples never crapped any bone"
"Mesper, da foarañ treid da zivesker ► Quinces, and crap all over your legs' feet"
"Laka kig er pod / An tan, sur, en devezo e lod â–º Put meat in the pot, for sure the fire will get its share"
"Laezh ha kig zo ampoezon rik, kig ha laezh zo medisinerezh â–º Milk and meat are pure poison, meat and milk are medicine"
"Laerezh e amzer hag e voued / Brasañ pec'hed zo er bed ► Stealing one's time and one's food: worst sin in the world"
"Krampouezh hag amann zo mat / Un nebeudig eus pep sac'had / Hag ar merc'hed war ar marc'had â–º Pancakes and butter are good, a bit from every bag and the women on top of all that"
"Kistin poazh / Bramm hag ez po c'hoazh â–º Cooked chestnuts: fart and you'll get more"
"Ker gwazh re ha re nebeut â–º Too much is as bad as too little"
"Kement zo fall / A gar ar sall â–º Everything bad loves salt"
"Kafe bervet / Kafe lazhet â–º Boiled coffee, dead coffee"
"Gwelloc'h un ti bihan bouedek / Eget un ti bras avelek â–º Better food in a little house than a big windy house"
"Gwelloc'h un tamm bemdez / Eget re da Veurlarjez â–º Better a bit everyday than too much on w:Mardi Gras"
"Gwelloc'h ur pred bepred / Eget ur boezellad ed â–º Better dinner everyday than a bushel of wheat"
"Gwelloc'h fav eget netra â–º Better beans than nothing"
"Evit ma krizet un aval mat / N'eo ket kollet e c'hwezh vat â–º A wrinkled apple still smells good"
"Evit ar mor bezañ treitour, treitouroc'h ar merc'hed ► The sea is treacherous, but the women are even more treacherous"
"Evel ur vaouez eo an dra-se : ne cheñcho ket ► This is like a woman: it won't change"
"El lec'h ma 'z eus div vaouez e vez marc'had / El lec'h ma 'z eus teir e vez foar â–º Two women make a market, three women make a fair"
"Daou dra war an Douar na reni ket : an amzer hag ar merc'hed â–º Two things on Earth you won't master: the weather and women"
"Ar ralañ tra a ya en hent / Zo ur pemoc'h hep roc'hal / Ur c'hi hep trotal / Div vaouez hep kaozeal ► The rarest things on the way: a pig which doesn't grunt, a dog which doesn't trot, two women who don't speak"
"Ar merc'hed hag an istr / A rafe d'ar vein ober sistr â–º Women and oysters would make stones to make cider"
"Ar c'homzoù zo merc'hed / Ar skridoù zo gwazed ► Spoken words are women, written words are men"
"Ar big a grog en he skouarn â–º The magpie bites her ear (She craves to get married.)"
"Anez ar gwin hag ar merc'hed / Pegen didrouz 'vefe ar bed â–º The world would be so silent without the wine and the women"
"An hini a vez e gras ar merc'hed / N'en devez na naon na sec'hed â–º Whoever is liked by women is never hungry or thirsty"
"An dilhad kaer, an dantelez / Ne guzhont ket alies santelezh â–º Nice clothes and lace seldom hide saintliness"
"Ur wech n'eo ket atav eo â–º Once is not always"
"Ur gomz lavaret er poent mat / Zo gwelloc'h eget div re ziwezhat â–º A word said at the right time is better than two said too late"
"Un drezenn daoubennek A ro lamm d'ar genaoueg â–º A two-headed bramble branch knocks down the idiot"
"Un den kreñv, un den krevet / Ur baleer bras, un den brevet / Un neñvier kaer, un den beuzet / Un tenner mat, un den lazhet ► A strong man, a dead man; a good walker, an exhausted man; a good swimmer, a drowned man; a sharpshooter, a killed man"
"Tud fallakr, abred pe ziwezhat / Ho pezo greun diwar ho had â–º Bad people, sooner or later you'll get grain from your seeds"
"Tri beg zo o souten ar bed / Beg ar vronn, beg ar soc'h / Hag ar beg all a ouzoc'h â–º Three tips hold up the world: the tip of the breast, the tip of the plough, and the other tip you know about"
"Tammig-ha-tammig ez a ar marc'h gant ar big â–º Step by step, the horse goes with the magpie"
"Tamm-ha-tamm ez a ar verc'h da vamm â–º Step by step, the daughter turns to mother"
"Poan ar re all zo skañv da zougen ► The others' grief is light to carry"
"Petra 'servij nac'h ouzh Doue / Ar pezh a oar ar Werc'hez ? â–º What's the use of hiding from God what Our Lady knows?"
"Pep tra a dremen gant an amzer â–º Everything passes away with time"
"Pep hini e vlaz / Logod d'ar c'hazh / Eskern d'ar chas â–º Everybody have their tastes: mice for the cat, bones for the dog"
"Pep hini a anavez e loen pa rank en bevañ ► Everybody know their animal when they must feed it"
"Pa zle erruout gwall / Gwell eo born eget dall â–º When hardship must happen, better one-eyed than blind"
"Pa voud ar skouarn gleiz / Meuleudioù a-leizh / Pa voud ar skouarn dehoù / Meuleudioù hebiou ► Left ear buzzing: lots of praise; right ear buzzing: praise pass by"
"Pa vezer savet en uhelañ / E vez al lamm brasañ ► The higher you climb, the bigger the fall"
"Pa vez kamm ar c'heuneud ne vez ket eeun ar glaou â–º When the firewood is twisted, the charcoal is not straight"
"Pa vez gedon eo gedona â–º Chase the hares when there are"
"Pa vez debret ar bara / E vez diaes e baeañ ► When the bread is eaten, i is hard to pay for it"